Cantigas de Santa Maria

Enluminure du Cantigas représentant des joueurs de flûte de Pan.

Dornskrid Cantigas de Santa Maria a zo anezhañ unan eus an dastumadoù pouezusañ eus kanoù ar Grennamzer, a oa bet savet pa oa ar roue Alfonso X El Sabio ( ar Fur) o ren e Kastilha (1221-1284). 427 kan zo ennañ.

Savet eo ar c'hanoù e galiseg, unan eus yezhoù lennegel Spagn da neuze. E pep hini anezho ez eus meneg eus ar Werc'hez Vari. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus sonerien o son a bep seurt binvioù-seniñ.

N'int ket kantikoù evel m'o c'homprener hiziv, met kanoù evit an didu, ar c'hontadennoù, ar c'horoll.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy